Didon (latin : Dido), pe Elyssa, Elissa, Elisha, Elysha pe Helissa (e fenikianeg), a oa ur briñsez fenikian, eus Tir, c'hoar d'ar roue Pumayyaton, ha deuet da vezañ rouanez Kartada hervez ar vojenn.
Kaoz eus Didon a zo bet gant istorourien roman hag a rae anv eus skridoù, kollet hiriv, gant Timaeus eus Tauromenium en Sikilia (war-dro -356--260).
Akerbas (pe Suc'haios) a oa beleg Herakles e Tir. Dimezet e oa da verc'h ar roue Mattan Iañ anvet Didon. Lazhet e voe gant e vreur-kaer Pygmalion a felle dezhañ kemer e deñzorioù. Tec'hel a reas neuze an intañvez gant mignoned ha madoù he fried. Erruout a reas en Afrika, ma prenas douaroù ha ma savas Kartada.
Hervez an Aeneis, barzhoneg ar barzh roman Publius Vergilius Maro, e tegemeras an haroz Aeneas en he falez hag e karas anezhañ.
Lavarout a ra ar barzh eo merc'h da vBelus (Belos e henc'hresianeg), anvet diwezhatoc'h Belos II, abalamour d'an haroz Belos a oa mab d'an doue Poseidon ha da Lybia. Hervez an istor e c'hallfe bezañ ar Belus-se ar memes den evel Mattan Iañ, tad Pigmalion.
Hervez ur vojenn en em skoas en tan evit chom hep dimeziñ gant ar roue Hiarbas.
Hervez an Aeneis avat en em lazhas gant ur c'hleze dre garantez ouzh Aeneas.
,