Die goldene Gans (Ar Waz Aour) zo ur gontadenn alamanek gant ar vreudeur Grimm, niverenn 64 o dastumad Kinder- und Hausmärchen.
An haroz eo ar yaouankañ eus tri breur. Kaset eo ar mab henañ da geuneuta, gant ur wastell hag ur voutailhad win. War e hent e kav un denig bihan hag a c'houlenn un tamm da zebriñ, hag ur banne d'evañ, met kaset eo da sutal. Kouezhañ a ra ar breur henañ eus ur wezenn, torret e vrec'h. Ha kaset d'ar gêr. Heñvel dra a c'hoarvez gant ar breur etre-henañ.