Digimon, pe « Digital Monsters » – Euzhvil Niverel e brezhoneg -, a zo un heulienn produ japonat enni mangaioù, tresedennoù-bev, c'hoarioù-video, c'hoarioù kartoù, hag all...
An Digimon a vev en un digi-bed (ez orin Digital World), un hollved hag a c'hell bezañ gweladennet eus an Douar dre implij ar rouedad Internet. An heulienn a zo bet broudet dreist-holl dre ar manga, kartoù booster, hag ar c'hoari Digimon World diorroet gant Playstation.
E 2010 eo sañset bezañ embanet ur c'hoari nevez war DS, Digimon story: Lost evolution, o vezañ ur c'hoari eus an doare RPG. Unan eus ar re kentañ kinniget war DS. Mod-all e kendalc'h an heulienn Digimon gant e lodenn 6 Digimon Digimon Xros Wars.