Skeudenn an dimezell en enkrez, pe e dañjer, heskinet pe gwallgaset, zo ur c'hliched eus ar re anavezetañ el lennegezh, en arz, pe er filmoù. Ur plac'h yaouank dinoaz gourdrouzet gant un den fall pe drouk, un euzhvil a-wechoù, a zo da saveteiñ. Ha setu kefridi an haroz.
Kaoz a vez eus "dimezell" alies, gant ur ster krennamzerel, ha skeudenn ar marc'heg da saveteer.
Ken kozh ha mojennoù Hellaz eo dodenn an dimezell en enkrez: niverus eo ar merc'hed a sach warne kounnar an doueed kriz. Darn a zo mammoù, intañvezed, darn all krennardezed gwerc'h taolet d'un euzhvil bennak, evel Andromeda a oa bet he mamm o kontañ droug diwar-benn an doue Poseidon, ma oa dirollet ar mor, ken e voe ret stagañ ar plac'h yaouank ouzh ur roc'h war an aod, da aberzh.
Aberzhioù merc'hed all zo evel-se, evel hini ar merc'hed a veze roet d'ar Minotaor, pe ar re a veze roet d'ar Morholt e mojenn Tristan hag Izold. Gant Perseüs e voe lazhet an euzhvil a oa o vont da zebriñ Andromeda, ma c'hallas dimeziñ d'ar goantenn goude. Kalzik a livadurioù zo bet graet da Andromeda, en he noazh, staget ouzh ur garreg, ha d'an aerouant, an euzhvil a gaver e mojenn Sant Jord.
Er c'hontadennoù-pobl e kaver dimezelled en enkrez diouzh an druilh. Ur wrac'h an hini a lak ar goantenn en enkrez, evel Rapunzel, kraouiet en un tour, pe Ar Goantenn e Koad ar C'housk dindan gazel-gae, pe Gwennerc'h kontammet. Bep tro e teu ur priñs kreñv ha koant da saveteiñ an dimezell ha da zimeziñ dezhi.