Dinas (Dinas Cross e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, en arvor sir Benfro.
Emañ war an hent a gas eus Abergwaun da Nyfer hag en am astenn a ra war ledenez Ynys Dinas, anavezet dre m'eo stank enni ar reuniged hag an evned-mor. Distrujet e voe iliz Dinas gant ar Vikinged gwechall. E kumuniezh Dinas emañ, ouzhpenn Dinas, kêriadennoù Pwllgwaelod ha Cwm yr Eglwys.
E 2011 e oa 815 a dud o chom er gumuniezh ha 357 anezho a oa kembraegerien (44,3%)[1].