Diogo Cão (distaget [diˈoɣu ˈkɐ̃w̃] ; skrivet Cam e portugaleg gwechall) (war-dro 1450 - 1486) a oa un ergerzher hag ur moraer barrek eus Portugal er XVvet kantved. Merdeiñ a reas a-hed aod Afrika er bloavezhioù 1480, oc'h ergerzhet arvor Kongo, Angola ha betek Namibia.
Diogo eo an anv portugalek kevatal da "Jakez" (Diego e spagnoleg), ha Cão a dalvez kement ha "ki".
Eus Diogo Cão ez eus anv e-barzh Padrão, unan eus barzhonegoù anavezetañ Fernando Pessoa, en dastumad Mensagem, embannet e 1934, pa oa bev ar skrivagner. Anv zo anezhañ ivez er romant Lord of the Kongo gant Peter Forbath (1996).