Diomedes Díaz

Diomedes Diaz, en amzer e yaouankiz hag e yec'hed

Diomedes Dionisio Díaz Maestre, anavezet ivez evel El Cacique de la Junta (La Junta, San Juan del Cesar, La Guajira, 26 a viz Mae 1957 - Valledupar, 22 a viz Kerzu 2013) a oa ur c'haner-saonaozer brudet eus Colombia, hag unan eus kanerien veur an doare vallenato, en desped d'e zoug d'ar c'hokain, d'e vignoned trafikerien ha d'e brosezioù.

Milionoù a bladennoù en deus gwerzhet e Colombia ha Venezuela, ha gounezet en deus meur a bladenn aour ha platin, gant e ganaouennoù evel Tres canciones, Bonita, Mi primera cana ha Sin ti, ha dre ganañ sonioù tud all evel Sin medir distancias, Tú eres la reina, Amarte más no puedo, Todo es para ti, Lo más bonito, Lluvia de verano, La Juntera, a-douez re all. E 2010 en doa bet ur Grammy Latino er rummad Cumbia/Vallenato.

E miz Mae 1967 e voe gwallet ha muntret ur plac'h yaouank, Doris Adriana Niño, en e ranndi e Bogotá, e-kerzh un nozvezh bambocherezh, gant boeson ha kokain. Kavet e voe he c'horf war ar maez, nepell diouzh ar gêr-benn.
Tec'hel a reas Diomedes Díaz a-zirak ar polis. Goude e lavaras en doa tapet Sindrom Guillain-Barré.

Diomedes Díaz en deus bet 28 bugel anavezet, digant 11 maouez[1].

Meur a vloaz en deus kanet gant an akordeoñser Juancho Rois.

Akordeoñserien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zen zo bet o seniñ akordeoñs gantañ en e laz.

  • Naffer Duran (1976)
  • Elberto López (1976-1977)
  • Juancho Rois (1978, 1988-1994)
  • Nicolás Elías Mendoza (1978-1984)
  • El Cocha Molina (1985-1987, 2002)
  • Juancho De La Espriella (2003)
  • Franco Argüelles (1999-2000, 2005)
  • Iván Zuleta (1995-1998, 2007)
  • Alvarito López (2009-2013)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gustavo Bolívar Moreno (1998). El Cacique y la reina – La verdad sobre la muerte de Doris Adriana Niño. Edición del Autor, 1998 (ISBN 978-958-33-0840-6)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]