Disklêriadur dieubidigezh Stadoù Unanet Amerika (Saozneg:United States Declaration of Independence ), eus e anv gwirion The unanimous declaration of the thirteen united States of America, zo un destenn hag a embann dishualded an trizek trevadenn saoz e Norzhamerika da vont d'ober Stadoù Unanet Amerika d'ar 4 a viz Gouhere 1776. An destenn-se a zo bet awenet gant mennozhioù prederourien Mare ar Sklêrijenn ha re Glorious Revolution Bro-Saoz e 1688 : hervez an drougimplijoù stadet, dileuridi an trevadennerien a gav dezho o deus ar gwir hag an dle d'en em sevel a-enep ar vonarkiezh saoz. Ar parlamant saoz en devoa votet tailhoù uhel war an trevadennoù amerikan. Bez eo ar 4 a viz Gouhere, abaoe, devezh Gouel broadel Stadoù Unanet Amerika: an "Independence Day" (devezh an dieubidigezh).
An dud o devoa savet ha sinet an disklêriadur zo e-touez ar Founding Fathers.
Disklêriadur dieubidigezh ar Stadoù Unanet Amerika a zo ur c'hammed bras da geñver al liammoù etre Rouantelezh Breizh-veur hag Amerika: goude meur a daol-droug etre ar vetropolenn hag an trevadennoù, dreist-holl da geñver an tailhoù war ar produioù, an destenn a embann fraez krouidigezh ur vroad nevez dre un daol dispac'h.
Miz Genver 1776, Thomas Paine a save a-du gant an emsavidi amerikan en e levr Common Sense (1776) hag a reas berzh bras (tost da 500 000 skouerenn gwerzhet).Een e flemmskrid e tifenn ar soñj e vefe gwelloc'h dispartiañ ar Rouantelezh diouzh an trevadennoù amerikan. Hervez lod e vefe bet kendrec'het George Washington gant ar mennozh-se abalamour d'al levr-se. En e levr, Thomas Paine a embann e oa droch gwelet ur vro ken bihan hag ar Rouantelezh Unanet o perc'hennañ kement a zouaroù hag o tegas he lezennoù war Amerika. Eus un tu e-sav un Amerika ar Sklêrijennoù hag eus un tu all e lak waqr-raok Bro-Saoz evel puritan ha diamzeriet e-keñver mennozhioù ha prederouriezh.