An Dornier Do 17, a veze graet anezhañ ivez ar Fliegender Bleistift ("ar c'hreion nij"), a oa ur c'harr-nij bombezer lijer alaman eus an Eil Brezel-bed. Produet e oa gant embregerezh Claudius Dornier, an Dornier Flugzeugwerke.
Savet e oa bet evit bezañ ur Schnellbomber ("bombezer prim"), ur c'harr-nij bombezer lijer hag a vefe bet da vezañ, hervez ar mennozh diazez, ken bliv ma vefe bet dibosupl d'ar c'hirri-nij chase enebour tizhout anezhañ.
An Dornier a oa bet savet gant daou geflusker. Brudet mat e oa ar c'harr-nij e-touez ar bourzhidi dre ma oa aes da vleniañ, dreist-holl d'un uhelder izel ar pezh a lakae anezhañ da vezañ diaesoc'h da dizhout evit bombezerien all al Luftwaffe.
Soñjet e-penn kentañ ar bloavezhioù 1930, bez e oa unan eus an tri bombezer pennañ d'an nijlu alaman e-pad tri bloaz kentañ ar brezel. An Do 17 a oa kroget gant bezañ implijet er stourm e 1937 e-pad Brezel diabarzh Spagn, implijet e oa gant al lejion Condor evit meur a rol. Gant an Heinkel He 111 e oa ar c'harr-nij bombezer diazez alaman e 1939–1940. An Dornier a oa bet impliijet kalz e-penn kentañ an Eil Brezel-bed. Implijet e oa bet er stourm e-pad pep kampagn pennañ ar brezel evel karr-nij an talbenn betek fin 1941. Rediet e oa bet an alamanted da baouez gant e implij dre ma re vihan ar gargoù bombezennoù a c'helle dougen ha re verr an nijoù a c'helle ober.