Dreistbevouriezh (saozneg: Survivalism) a vez graet eus luskadoù lies hiniennel pe a-stroll (lesanvet dreistbeverien pe preppers) o deus ar pal d'en em brientiñ evit talañ ouzh trummadoù evel ar riskloù naturel, ar sponterezh, un dizurzh sokial pe politikel meur, gant ur skeuliad lec'hel pe etrebroadel. An termenioù saoz prepper pe prep a zo awenet gant ar ger prepare (prientiñ). An dreistbeverien en em brient en ur mirout dafarioù mezegiezh, en ur gourdoniñ doare emzifenn pe dreistbevañ en natur. Ouzhpenn da-se e viront a-gostez miroù boued pe dour, gant ar pal bezañ emren. Ar re a ya ar pellañ gant ar mennad a sav bazennoù pe tiez emren, betek kreñvlec'hioù dindan zouar, a sikourfe anezho da zreistvevañ d'un enkadenn ramzel evel un dagadenn nukleel eus o bro.
An termenadur dreistbevourien a oa bet implijet evit ar wech kentañ e 1976. An termenadurioù liammet gant an hini prepper a oa deuet da vezañ brudet er bloavezhioù 1990, dreist-holl awenet gant tagadennoù sponterezh evel re Ted Kaczynski pe Timothy McVeigh.
Lies eo doareoù an dreistbeverien, kement-mañ a zo diazezet war peseurt riskloù eo ar re bouezusañ da dalañ hervezo.
Ar re brudetañ a vez an dreistbeverien milourel, ar bezenioù brogarourien stadunanat a zo ar re a vez klevet ar muiañ kaoz anezho. Gant ur mennozh sevel strolladoù armet ha gourdonet mat, gant stumm ul lu vihan, an darn eus an dreistbeverien milourel a vez awenet gant ar pal talañ ouzh tagadenn o bro gant ul lu enebour, pe talañ ouzh ar sponterezh o tegas lamm d'o kevredigezh pe c'hoazh talañ ouzh ur brezel diabarzh.
Kroget e oa bet gant ar skourr-se d'al lusk dreistbevourien er bloavezhioù 1950. Gant ar Brezel yen o sevel muioc'h-mui, gouarnamant Stadoù Unanet Amerika a droas da enep komunour a-grenn o lakaat da sevel ur barrad aon e-touez ar bobl. Ul lod tud niverus a voe kroget da gentañ gant prientiñ kreñvlec'hioù enep nukleel. Goude-se gant ar riskl a brezel nukleel o vont war sioulaat e voe kroget gant lod d'en em brientiñ d'un dagadenn milourel prim. Gant an oan-se e voe roet nerzh da bezenioù brogarour prest da reiñ harp da lu SUA, pe d'an nebeutañ da zifenn o tiez.
Ul lod eus an dreistbeverien a zo mennet gant mennozh derc'hel d'an henounioù kozh. E-touez ar re-se e kaver diskennidi ar Gozaked e Rusia pe Ukraina.
Lod dreistbeverien a zo tud hag a fell dezho bezañ tost ouzh an natur. Evito eo ar pal pennañ bevañ gant un doare kendeuziñ gant an natur.
An dreistbevouriezh a zo bet hag a chom ur vammenn d'ar sevenadur. Adkemeret eo bet gant kalz stummoù disheñvel, filmoù stiradoù skinwel, bandennoù-treset hag abadennoù skinwel nepell 'zo.