Dugelezh Urbino

Dugelezh Urbino, 1635 - Henricus Hondius, Jan Jansson, embannet en Theatrum Italiae, Amsterdam, 1635

Dugelezh Urbino (Ducato di Urbino en italianeg) a oa ur stad vihan en Italia, en-dro da gêr Urbino, hag a oa dindan Stadoù an Iliz, hag a badas tost da 200 vloaz, adal 1443 betek 1631.

Hiziv emañ he douaroù etre rannvroioù Marche hag Umbria, ha kumun Gubbio.

Italia e 1499

E 1516 e voe anvet Lorenzo II de' Medici da zug Urbino gant e eontr, ar pab Leon X, goude kemeret an dugelezh digant an Tiegezh Della Rovere da-heul un hir a vrezel rivinus. Kemeret e oa bet an dugelezh en-dro gant Francesco Maria Iañ della Rovere ur pennad, ha lakaet e voe Lorenzo e penn un armead 10 000 den d'hec'h adkemer, met gloazet e voe ha distreiñ a reas da Doskana goude leuskel an arme gant ar c'hardinal Bernardo Dovizi da Bibbiena, ul lenneg hogen brezelour dizampart, hag a rankas en em dennañ ivez. Gounit a reas Lorenzo an dugelezh en-dro dre ur feur-emglev. Goude e varv e 1519 e kouezhas dugelezh Urbino etre daouarn an Tiegezh Della Rovere adarre.

Duged Urbino

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lignez Da Montefeltro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv Pried Notennoù Adalek Betek
Oddantonio II da Montefeltro Drouklazhet 1443 1444
Federico III da Montefeltro Gentile Brancaleoni Anavezet ivez evel Federico da Montefeltro 1444 1482
Guidobaldo Iañ da Montefeltro 1482 1502
Cesare Borgia Charlotte d'Albret 1502 1504
Guidobaldo Iañ da Montefeltro Distro d'ar galloud goude aet Cesare Borgia kuit. 1504 1508

Della Rovere

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv Pried Notennoù Adalek Betek
Francesco Maria Iañ della Rovere Eleonora Gonzaga 1508 1516
Lorenzo II de' Medici Madeleine de la Tour d'Auvergne (1495-1519) Lakaet er galloud gant ar pab. 1516 1519
Francesco Maria Iañ della Rovere Eleonora Gonzaga Distro e penn ar vro goude marv an alouber e 1519. 1519 1538
Guidobaldo II della Rovere 1539 1574
Francesco Maria II della Rovere Lucrezia d'Este 1574 1621
Federico Ubaldo della Rovere Mab da Francesco Maria II della Rovere 1621 1623
Francesco Maria II della Rovere Livia Della Rovere, eil pried 1623 1631[1]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Memorie Istoriche Concernenti la Devoluzione dello Stato d'Urbino alla Sede Apostolica dedicate all'Illustrissimo e Reverendissimo Monsignor Domenico Riviera, Amsterdam, 1723 — (it) En-linenn

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Mont a reas dastumadoù arzel an tiegezh Della Rovere gant an diwezhañ diskennadez, Vittoria Della Rovere, dimezet da Ferdinando II de' Medici, hag an darn vrasañ a voe kaset da Firenze