Durgerdam a zo ur gêriadenn e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Ul lodenn eus kumun Amsterdam eo, hag emañ e reter ar gêr, 7km ac'haleno, war bord an IJsselmeer.
Durgerdam a zo ivez ul lodenn eus is-kumun (deelgemeente) Amsterdam-Noord. War-dro 430 annezad a zo.[1]
Ur gêr distag e voe Durgerdam etre ar 1añ a viz Mae 1817 hag ar 1añ a viz Genver 1818, ha d'ar mare-se e voe kendeuzet gant Ransdorp.