Edouarzh an Henañ, pe Edward the Elder e saozneg, pe Eadweard Cyning e hensaozneg (war-dro 874–924), a oa roue an Angled ha Saozon adal 899 betek e varv.
Pa varvas e dad Alfred Veur, en 899, e rankas Edouarzh talañ ouzh emsavadeg e genderv Æthelwold, a venne kemer ar gurunenn. Mervel a reas hennezh en 902, ma c'hallas Edouarzh kenderc'hel da aloubiñ bro an Danelaw gant skoazell e c'hoar Æthelflæd, a rene e Mercia ar c'hornôg gant he fried Æthelred.