An Efed Doppler-Fizeau zo an diferañs etre frekañs ar wagenn skingaset hag ar wagenn resevet pa ez eus ul lusk etre ar skingaser hag ar resever. Dizoloet en deus Christian Doppler an efed-mañ e 1842. Implijet en deus Hippolyte Fizeau diwar benn ar wagenn elektromagnetik e 1848.
Emañ an den war e sav en dour, war vord ar mor. Ar gwagennnoù zo o tont war e zreid pep dek segond. Bremañ e red da geze ar gwagennoù. Kejal a ra ar gwagennoù gant ur frekañs brasoc'h (eizh segond da skouer). Ober a ra an den un hanter-dro ha redek a ra da geze an draezhenn. Izeloc’h eo frekañs ar gwagennoù bremañ (pemzek segond da skouer).
Goulakomp ur skingaser a zo o tilec’hiañ d’ur resever diloc'h (degouezh simpl). b zo buander ar wagenn ha bs zo buander ar skingaser. Ma zo f0 frekañs ar wagenn skingaset, reseviñ a ra ar resever ur wagenn gant ur frekañs hewel fh:
Emañ un den war vord an hent; ur c’harr zo o tont, o tremen dirakañ hag o vont. Skiltr eo trouz ar c’harr da gentañ, da c’houde boudoc’h-boudañ hag a-benn ar fin boud-tre.
Frekañs ar wagenn dameuzhet gant ar c’harr zo disheñvel diouzh ar frekañs skingaset gant ar radar. Buander ar c'hirri a anavez ar polis gant an disheñvelder etre an div frekañs.
Implijet eo an efed Doppler evit anavezout buander ar stered hag ar stergoumoulennoù. N’eo ket dizehan skalfad ar stered. Ez eus bannoù lugañ abalamour d’an danvez a zo treuziet gant ar gouloù. Gallout a reer gwellout an efed Doppler peogwir n’emañ ket ar bannoù lugañ d’ar frekañs optenet gant ur steredenn dilusk (an heol).
Implijet eo ivez an efed Doppler evit muzuliañ buander ar gwad er gwazhennoù. Livet eo ar skeudenn ekografek hervez buander an heklevioù. Gallout a reer e-giz-se gwelout red ar gwad er c’horf.