An ekobenelouriezh a zo un ideologiezh ganet er bloavezhioù 1970. Ar ger (écoféminisme) a zo bet krouet gant Françoise d'Eaubonne e 1974 en he levr Le féminisme ou la mort, hag al luskad a zo dioroet dreist-holl a-dalek 1980 goude ur c'hendiviz er Stadoù-Unanet war "An ekobenouriezh hag ar vuhez war an Douar" (miz Meurzh 1980).
Ganet e metoù ar venelouriezh, e klask an ekobenelouriezh ober al liamm etre ar mennozioù benelour hag ar mennozioù ekologour. Ar stumm soñjal-se a embann ez eo liammet start mac'homerezh ar maouezed hag hini an natur (ha dre-vras an holl mac'homerezhioù: gouenel, a-enep d'ar bobloù minorelaet, h.a.). Kavout a rafent o orin er memes kevredigezh patriarkel. O fal a zo eta distruj ar gevredigezh patriarkel-se evit sevel e plas ur gevredigezh ekobenelour. Ar gevredigezh-se a vije diazezet war an doujañs kevatal evit an holl boudoù bev hag an holl pobloù. Aozet e vije en un doare matriarkel, hep hierarkiezhoù, tro-dro da eko-keriadennoù a 100-140 den.
Lec'hienn pennañ an ekobenelouriezh (e saosneg) MIES (Maria), SHIVA (Vandana), L’écoféminisme, Pariz, L’Harmattan, 1999 (1983 evit an embannadur e saosneg).