Elisabeth Marie Aostria

Poltred an Arc'hdugez Elisabeth Marie Aostria, gant Philip Alexius de László, 1906

Elisabeth Marie Aostria (1883- 1963 ) a oa arc'hdugez Aostria.

Merc'h e oa d'an arc'hdug Rudolf Aostria-Hungaria ha da Stéphanie Belgia. He zad a oa priñs-pennhêr Impalaeriezh Aostria. He mamm a oa merc'h da Leopold II Belgia.

Ne oa nemet 6 vloaz pa en em lazhas he zad e miz Genver 1889 e Mayerling gant e serc'h.

Savet e voe gant he zad-kozh impalaer, ha skarzhet e voe he mamm eus an tiegezh. Dimeziñ a reas d'ur c'hont, ha bugale o doe. Dispartiañ a rejont.

Lesanvet e voe an arc'hdugez ruz dre ma oa e-touez harperien ar strollad politikel sokialdemokrat. Dimeziñ a reas gant ar politikour sokialour Leopold Petznek (1881-1956).