Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Elisabeth von Württemberg ![]() |
Anv ganedigezh | Elisabeth Wilhelmine Louise von Württemberg ![]() |
Anv-bihan | Elisabeth, Wilhelmine, Louise ![]() |
Anv-familh | von Württemberg ![]() |
Titl noblañs | duchess, priñsez ![]() |
Deiziad ganedigezh | 21 Ebr 1767 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Trzebiatów ![]() |
Deiziad ar marv | 18 C'hwe 1790 ![]() |
Lec'h ar marv | Vienna ![]() |
Abeg ar marv | puerperal disorders ![]() |
Lec'h douaridigezh | Imperial Crypt ![]() |
Tad | Friedrich II Eugen, Duke of Württemberg ![]() |
Mamm | Margravine Friederike of Brandenburg-Schwedt ![]() |
Pried | Frañsez Iañ ![]() |
Bugel | Archduchess Ludovika Elisabeth of Austria ![]() |
Familh | House of Württemberg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg ![]() |
Micher | brientin ![]() |
Relijion | Katoligiezh ![]() |
Elisabeth von Württemberg (1767–1790), a oa ur briñsez alaman Württemberg, hag a voe Arc'hdugez Aostria hag Impalaerez Santel dre he dimeziñ d'an Arc'hdug Franz Aostria.
Ganet e oa e Treptow an der Rega. Merc'h e oa da Friedrich II, dug Württemberg ha d'e bried Dorothea von Brandenburg-Schwedt.
He c'hoar Sophie Dorothee von Württemberg a oa dimezet d'an tsarevitch Paol Iañ Rusia ha mamm e oa d'ur ribitailh bugale. An impalaer Joseph II, a felle dezhañ skoulmañ un emglev gant Rusia enep Prusia. Evit se eo e klaskas aozañ darempredoù klouaroc'h etre an div gurunenn dre zimeziñ ur c'hoar d'an tsarevna d'e niz, an arc'hdug Franz, a oa e bennhêr, hag a oa a da vout impalaer war e lerc'h.
Dimeziñ a reas en 1788. Heuliañ a reas kentelioù kan Salieri.
Mervel a reas e 1790, pa ne oa ket 23 bloaz c'hoazh, o c'henel he bugel kentañ. Daou zevezh goude e varvas an impalaer. Evit he merc'hig Louise Élisabeth, a varvas un toullad mizioù goude.
Neuze e voe dilennet he zad-kaer, hag a oa dug-meur Toskana bete neuze, da impalaer, evel Leopold II. Tostik kenkent, d'ar 15 aviz Eost, dre abegoù politikel, e voe addimezet an arc'hdug intañv d'ur geniterv, Marie-Thérèse de Bourbon-Naples (1772 – 1807), hag a oa merc'h da Ferdinando IV, roue Naplez, ha merc'h-vihan da Marie-Thérèse d'Autriche ha Marie-Caroline d'Autriche. Hag un toull mat a vugale o doe.