Elisabetta Gonzaga (1471-1526)

Ur pennad Elisabetta Gonzaga zo ivez.
Poltred Elisabetta Gonzaga, a vefe diwar zorn Raffaello.

Elisabetta Gonzaga ( Mantova, 1471-1526 Ferrara) a oa ur briñsez italian eus deroù ar XVIvet kantved.

Merc'h e oa da Federico Iañ Gonzaga, markiz Mantova, ha da Marc'harid Bavaria. C'hoar e oa da Francesco II Gonzaga.

E C'hwevrer 1488 e timezas da Guidobaldo Iañ da Montefeltro, dug Urbino. Bugel ebet n'o doe.

Mont a eure Elisabetta da-heul Lucrezia Borgia da Ferrara rak o paouez dimeziñ e oa merc'h ar pab da Alfonso Iañ d'Este. Mignonez e oa Elisabetta da Isabella d'Este, pried d'he breur Francesco II Gonzaga.

Tec'het eus Urbino

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 21 a viz Mezheven 1502 e voe kemeret Urbino gant Cesare Borgia ma rankas an dug Guidobaldo tec'hel kuit. Elisabetta a oa e Mantova d'ar poent, hag eno e chomas ken na eas ar Borgia da vrezeliñ da lec'h all. E 1503 avat e oa distro da Urbino .

E 1508 e varvas he fried diganti hogen chom a reas da vevañ e lez Urbino, evel Dugez mamm. He nizez Eleonora Gonzaga a oa dimezet d'an dug nevez, Francesco Maria Iañ della Rovere, a gare e voereb, hag a oa bet advabet ganti hag he fried, Guidobaldo da Montefeltro.

Medalenn da Elisabetta Gonzaga

E mezheven 1516e rankas kuitaat Urbino, skarzhet gant ar pab Leon X a felle dezhañ reiñ an dugelezh d'e niz Lorenzo II de' Medici. Neuze ez eas Elisabetta Gonzaga gant he nizez, an Dugez Eleonora Gonzaga hag he c'hoar-gaer, ar gontez Emilia Pia da Montefeltro, da glask repu da Ferrara.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]