Elizabeth Siddal

Elizabeth Siddal, emboltred, 1854

Elizabeth Eleanor Siddal (25 a viz Gouere 1829 e Londrez11 a viz C'hwevrer 1862, en hevelep kêr) a oa ur varzhez hag ul livourez saoz eus luskad ar Rakrafaelouriezh. Meur a wech e voe savet he foltred gant livourien al luskad-se.

Unan eus an daou batrom livet ar muiañ gant rakrafaelourien e voe Elizabeth Siddal. Jane Burden eo a oa an hini all. Patrom pennañ Dante Gabriel Rossetti e voe, met livet e voe he foltred gant Walter Deverell, William Holman Hunt ha John Everett Millais ivez.

Ophelia gant John Everett Millais.

Dimeziñ a reas da Dante Gabriel Rossetti e fin he buhez.

He yaouankiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Elizabeth Eleanor Siddall, anvet diwar-lerc'h he mamm, pe “Lizzie” Siddall, a oa ganet d'ar 25 a viz Gouhere 1829, e ti he zud, 7 Charles Street, Hatton Garden. He zad e oa Charles Crooke Siddall, a lavare bezañ mab da noblañsed, hag he mamm e oa Eleanor Evans, a oa kembreat hec'h anv-tiegezh. Ne oant ket tud paour, hag he zad a oa e penn ur gompagnunezh ober kontilli.

War-dro 1831 ez eas an tiegezh Siddall da chom da Southwark, e kreisteiz kêr Londrez, ul lec'h lousoc'h eget Hatton Garden. E Southwark e voe ganet breudeur ha c'hoarezed Lizzie Sidall: Lydia, mignonez dezhi, Mary, Clara, James ha Henry. N'ouzer ket ha mont a reas Lizzie Siddall d'ar skol met lenn ha skrivañ a ouie, kelennet gant he zud marteze. Abred e tizoloas ar varzhoniezh goude kavout ur varzhoneg gant Alfred Tennyson war un tamm kazetenn lakaet da bakañ amann; diwar se e teuas c'hoant dezhi da skrivañ.

  • Virginia Surtees (1991). Rossetti's Portraits of Elizabeth Siddal, Aldershot: Scolar Press.
  • Kim Morrissey (1998). Clever as Paint: The Rossettis in Love (playscript), Toronto: Playwrights Canada Press.
  • Lucinda Hawksley (2004). Lizzie Siddal: The Tragedy of a Pre-Raphaelite Supermodel, Andre Deutsch.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.