Elvira Ramírez (circa 934 – circa 986) a oa merc'h da Ramiro II León ha da Urraca Sánchez. C'hoar e oa d'ar rouaned Ordoño III ha Sancho Iañ.
Da zaouzek vloaze voe lakaet en ur gouent. Ne voe ket anv anezhi e-keit ma renas he daou vreur.
Anvet e voe da rejantez e bloavezhioù kentañ he niz Ramiro III, roue da bemp bloaz.
Hervez Justiniano Rodríguez e oa div gostezenn el lez, hag Elvira Ramírez e penn unan ha Teresa Ansúrez, mamm ar roue bihan, e penn eben.
Er galloud e chomas ar gostezenn gentañ betek emgann San Esteban de Gormaz, kollet en 975.