Hervez Annales Cambriae e c'hoarvezas Emgann Arfderydd e 573 etre Gwenddolew ap Ceidio ha roue Ebrauc hag e gevridi en Hanternoz Kozh Enez Vreizh. N'eo ket sklaer e pelec'h e c'hoarvezas an emgann, met krediñ a reer edo war-dro Arthuret, e-kichen Longtown, e Cumberland, pe Cumbria hiziv.
Faezhet ha lazhet e voe Gwenddolew ap Ceidio ha distrujet e voe e rouantelezh. Gwanaet e voe rouantelezh Ebrauc avat, ha divarrek e voe da zerc'hel penn ouzh Angled Deira ha Bernikia a zistrujas anezhi e 580.
Barzh Gwenddolew ap Ceidio, Lailoken, aet foll goude an emgann, a eas da vevañ er c'hoadoù. Krediñ a reer emañ aze orin tudenn Marzhin.