Emgann Las Navas de Tolosa

Emgann Las Navas de Tolosa

Emgann Las Navas de Tolosa, pe «emgann Al-Uqab» pe «Al-'Iqāb» 'ar roz' (معركة العقاب) pe «emgann Úbeda», zo un emgann e Spagn d'ar 16 a viz Gouhere 1212, etre kristenien ha Maoured, en dro-mañ an Almohaded. Perzh a gemeras eno rouaned Kastilha, Navarra hag Aragon, Alfonso VIII Kastilha (1155-1214), Pedro II Aragon el Católico, Sancho VII el Fuerte. Ne vanke nemet Alfonso IX León. Enep dezho e oa un arme niverusoc'h, hini ar c'halif almohad Muhammad an-Nasir.

Goude faezhadenn Alarcos en 1195 en devoa Alfonso VIII c'hoant da ober un emgann bras enep an almohaded. Goulenn a reas digant ar pab Inosant III e skoazellañ da gaout harp rouaned kristen all ledenez Iberia, o prezeg ur groazadeg evit ar gristeniezh, o prometiñ pardon ar pec'hedoù d'ar re a deufe d'an emgann, ha kement-se dre hanterouriezh arc'heskob Toledo, Rodrigo Jiménez de Rada.

Goude trec'h an armeoù kristen e voe diskleriet an emgann-mañ da vezañ barr ar Reconquista ha deroù kiladenn ar Vuzulmaned. Daoust da se ne voe bras an heuliadoù, ha ne grogas aloubadeg saonenn ar Guadalquivir nemet tregont vloaz goude .

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]