Emgann Papeete

Emgann Papeete e Tahiti a grogas pa dostaas daou lestr alaman d'an 22 a viz Gwengolo 1914 war-dro 7 eur beure. Dont a reas an daou vorreder hobregonet ''Scharnhorst'' ha ''Gneisenau'' e porzh Papeete. Kas a rejont d'ar strad ar vag-kanoliañ gozh La Zélée, distruj a rejont un darn eus difennoù ha savadurioù ar gêr. Pezh a voe fall evit hec'h ekonomiezh. Kaset e voe al lestr-karg Walkure en antre ar porzh evit mirout ouzh al listri alaman da zont ennañ. Devet e voe ar mirlec'had glaou a c'helle dedennañ an Alamaned. Pezh a warezas ar gêr diouzh un dagadenn dre zouar marteze. Respont a reas strolladoù-kanolioù an aod met ne rejont droug ebet d'an daou lestr a guitaas dic'hloaz dre aon rak ur pej a c'heller krediñ.

45 soudard gall a oa e Papeete d'ar c'houlz-se dindan urzhioù ar c'habiten Maxime Destremau. Ne oa arm difenn pounner ebet en diavaez eus ar strolladoù-kanolioù kozh,ne oa post skingomz ebet zoken. Pa oa bet kelaouet edo listri alaman er-maez an Inizi Samoa en doa klasket kreñvaat an difennoù o tivontañ dek kanol La Zélée (daou a 100, pevar a 65 ha pevar a 37) evit staliañ anezho war aodoù.

Disoc'h pouezusañ an emgann-se a zo bet diskouez da Vorlu Breizh-veur pelec'h oa al listri alaman ha degas emgann war vor Coronel ma voe trec'het ur strollad-listri breizhveuriat gant strollad-listri ar Reter-pellañ. Ar Scharnhorst hag Gneisenau a voe kaset d'ar strad e miz Kerzu 1914 e-kerzh emgann an Inizi Maloù (Falklands).

Daou levr bannoù-treset a gont un istor a dremen e Papeete da vare an darvoud : div levrenn Papeete 1914 (Rouge Tahiti, embannet e 2011 ha Bleu Horizon, embannet e 2012) gant Didier Quellat-Guyot (istor) ha Sébastien Morice (tresañ), Emmanuel Proust éditions embanner.