Emgann Spotsylvania

Emgann Spottsylvania gant Thure de Thulstrup

Emgann Spotsylvania Court House, pe Emgann Spotsylvania (pe Spottsylvania) hepmui, a oa eil emgann al letanant jeneral Ulysses S. Grant e kampagn Overland e 1864, e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.

Goude Emgann Wilderness, a oa bet gwadus met hep trec'her anat ebet, lu Grant a oa kilet evit pellaat diouzh ar jeneral kengevreet Robert E. Lee hag e lu. Aet e oa lu an Unaniezh war-zu ar gevred, o klask desachañ Lee evit trapañ anezhañ en ul lec'h aesoc'h a-fet strategiezh. Unvezioù eus lu Lee a oa deuet a-benn da dalañ ouzh an Union Army e meur a lec'h e kroashentoù Spotsylvania Court House, Virginia, ha kroget e oant da doullañ fozioù-difenn. Argadennoù lies a voe gant ehanoù adal an 8 betek an 21 a viz Mae 1864. Grant en doa klasket terriñ al linennoù kengevreet e meur a lec'h met en aner. A-benn ar fin ne oa bet trec'her anat ebet en emgann-se, ur wech ouzhpenn. Gant 32 000 soudard kollet en daou du e oa bet an emgann gwadusañ eus ar c'hampagn brezel.

Grant en doa adlakaet mat e linennoù evit klask freuzañ al linennoù enebour ur wech c'hoazh met en ur glask kaout un hent aesoc'h evit tagañ Lee. Kroget e voe gant an rgadenn ziwezhañ gant Hancock d'an 18 a viz Mae, met un taol-kleze en dour e voe. Ur sklêrijennadenn nerzhus gant al letanant jeneral Richard S. Ewell en Harris Farm d'an 19 a viz Mae a voe ur c'hwitadenn wadus. D'an 21 a viz Mae, Grant a gile e nerzhioù lu ha tec'hout war-zu ar gevred o klask tremen dreist tu dehoù Lee. Kampagn Overland a gendalc'ho gant Emgann North Anna.

Pemp ofiser jeneral a voe lazhet pe gloazet e-pad an emgann: evit an Unvaniezh major jeneral John Sedgwick hag ar jeneraled brigadenn James C. Rice ha Thomas G. Stevenson; evit ar re Kengevreet Junius Daniel hag Abner M. Perrin.

Marv ar jeneral Sedgwick