Emgann an Tri Roue

Emgann an Tri Roue

Emgann an Tri Roue pe emgann Oued al-Makhazin, pe Batalha de Alcácer-Quibir e portugaleg, a c'hoarvezas d'ar 4 a viz Eost 1578 e Maroko. Gantañ e voe lakaet fin da vennad Sebastião Iañ, roue Portugal, a voe lazhet, da aloubiñ Maroko.

Emgann a voe war lez ar stêr Oued al-Makhazin, adstêr d'al Loukos, e-tal Ksar El Kebir, e proviñs Larache. Eno en em gavas arme sultan Maroko, Abu Marwan Abd al-Malik, nevez erru er galloud, gant brezelourien war varc'h ha war droad, eus holl veuriadoù ar vro, en anv ar brezel santel, hag ivez brezelourien otoman, anezho marc'hegeien otoman zaoua,arkebuterien andalous, dirak arme Portugal, gant he roue, ha gantañ ar sultan diskaret Muhammad al-Mutawakkil, ma oa goprsoudarded dreist-holl, Italianed ha Flandreziz, hag Alamaned hag a oa bet roet dezhañ gant e eontr, roue Spagn, Felipe II.