Lec'h | Camp David |
---|---|
Deiziad | 17 Gwe 1978 |
Signatory | Anouar el-Sadat, Menachem Begin |
Emglevioù Camp David (saozneg:Camp David Accords) sinet gant prezidant Egipt Anwar el-Sadat ha kentañ-ministr Israel Menahem Begin d'ar 17 a viz Gwengolo 1978, a oa un arsav-brezel. Goude daouzek devezh marc'hata kuzh etre an daou du e Camp David, e Maryland, er Stadoù Unanet, e teujont a-benn da gavout un emglev. Sinet e voe an div lodenn eus an emglev en Ti Gwenn, dindan evezh prezidant Stadoù-Unanet Amerika Jimmy Carter.
An eil tammm eus an emglev (ul lodenn evit "un emglev peoc'h etre Egipt hag Israel") a zegasas un arsav-brezel etre an div vro e 1979. Abalamour d'o emglev, Sadat ha Begin a voe enoret asambles gant Priz Nobel ar Peoc'h e 1978. An tamm kentañ eus an emglev hollek, un tamm hag a glaske kaout ar peoc'h er Reter-Nesañ a voe nac'het gant Aozadur ar Broadoù Unanet, rak sinet e oa bet hep goulenn o ali gant tud Palestina ha padal e oa tiriadoù Palestina e oa ar sujed pennañ.