An encomienda zo un doare trevadenniñ implijet gant ar Spagnoled en Amerika. Perc'henn d'an douaroù e oa kurunenn Spagn, met fiziet e veze tachennadoù bras en trevadennerien zo, an encomenderos ha, war un dro, an Amerindianed a veve warno , hag ar re-se a ranke labourat, evit netra, evit o mestr.