Diberc'hennet e oa bet 400 den bennak ha skarzhet 6 atant a-benn ober lec'h d'al labourioù[1].
Ur porzhva kuzh zo enni, ha n'haller ket kaout luc'hskeudennoù eus an enezenn. Manifestadegoù a vez bep bloaz a-enep al listri-spluj nukleel (dizañjer, a-hervez) a zo dalc'het enni.
Betek ar bloavezhioù 1960 e oa meur a gêriadenn en enezenn, annezet gant labourerien-douar[2],[3]. Mengleuzioù a oa ivez, ma veze eztennet mein kalet d'ober pavezioù[4].
Berzet eo tapout skeudennoù eus an Enez-Hir ha ne weler mann ebet war gartennoù an IGN. Gant Google Earth avat e c'haller gwelet pizh an traoù (dre loarell). Gallout a reer gwelet ar skeudennoù-se amañ: wikimapia.
↑Victor-Eugène Ardouin-Dumazet, Voyages en France : Les Îles de l'Atlantique : 2. D'Hoëdic à Ouessant, levrenn 4, Paris, Berger-Levrault, 1895 lenn enlinenn
↑Kaoz zo eus ar c'hêriadennoù-se el levr En-dro d'al lenn-vor, gant Jef Gedez, pp. 115-118