Mab e oa da Philibert François Renan, ur c'habiten kenwerzh, ha da Vagdelaine Josephe Feger. E Landreger e tremenas e vugaleaj en un endro brezhonek ha diouzh-se e teskas komz brezhoneg flour.
Fellout a rae dezhañ mont da veleg, neuze ez eas d'ar c'hloerdi da Bariz evit studiañ an deoliezh, met gwelloc'h e kavas a-benn ar fin mont da gelenner war al Lizhiri klasel ha yezhoù ar Reter-Nesañ. Tremen a reas ar skolveuriegezh war ar brederouriezh, mont a reas da zoktor war al Lizhiri ha da gelenner war an hebraeg. Brudet-bras e voe en e amzer peogwir e savas a-enep an Iliz katolik roman en anv ar skiant ha studi ar skridoù sakr en un doare skiantel. Beajiñ a reas er Reter-Nesañ da vont da studiañ gwrizioù ar relijion gristen el lec'h ma oa-hi bet ganet.
Prenañ a reas ur maner anvet Rosmapamon e Louaneg e-lec'h ma teue e-pad e vakañsoù hag e tegemere meur a benn uhel eno. Plijout a rae dezhañ kouviañ Anatol ar Braz, Charlez ar Govig, Narsis Kelien, hag all, evit debriñ "koanioù keltiek".
E Landreger e c'heller gweladenniñ an ti ma vevas pa oa bihan ; ur mirdi eo.
Berzh a reas e levrLa Vie de Jésus a voe kondaonet gant an Iliz katolik. Kinniget e vez e skrid Qu'est-ce qu'une nation? da studiañ er skolioù-meur hiziv c'hoazh, ha gwelet eo evel unan eus tadoù ar Republik c'hall.
E Breizh ivez e oa bras e vrud ha gwelet e veze evel unan eus ar re a rae enor d'ar vro, dre ma oa enoret e Pariz. Bras e voe e levezon war republikaned e amzer ha war ur brezhoneger ha gwerinour evel Fañch an Uhel, a gavas ul labour dindan ar Stad a-drugarez dezhañ.
E levr Souvenirs d'enfance et de jeunesse a zo bet lennet kalz e Breizh ha dreist-holl e Bro-Dreger.
Reuz a voe e kêr Landreger pa voe kaoz da sevel un delwenn dezhañ tre dirak an iliz-veur Sant-Tudal ha kannadegoù a voe etre katoliked, ur bochad Leoniz degaset gant o beleien en o zouez, ha republikaned ar vro.
La femme belle et vertueuse est le mirage qui peuple de lacs et d’allées de saules notre grand désert moral.
Le cerveau brûlé par le raisonnement a soif de simplicité, comme le désert a soif d’eau pure.
[...} nous nous éloignons de la nature, à force de la sonder.
On ne doit jamais écrire que de ce qu’on aime.
Le but du monde est le développement de l’esprit, et la première condition du développement de l’esprit, c’est sa liberté.
Un régime démocratique borné est, nous le savons, facilement vexatoire.
L’erreur la plus fâcheuse est de croire qu’on sert sa patrie en calomniant ceux qui l’ont fondée.
Les vrais hommes de progrès sont ceux qui ont pour point de départ un respect profond du passé.
Souvenirs d'enfance et de jeunesse : III – Le petit séminaire de Saint-Nicolas-du-Chardonnet[7]
La vie n’a de prix que par le dévouement à la vérité et au bien.
Persuadé par mes maîtres de deux vérités absolues : la première, que quelqu’un qui se respecte ne peut travailler qu’à une œuvre idéale, que le reste est secondaire, infime, presque honteux, ignominia seculi ; la seconde, que le christianisme est le résumé de tout idéal, il était inévitable que je me crusse destiné à être prêtre.
Marc Aurèle et la fin du monde antique, XXXII – Révolution sociale et politique amenée par le christianisme[8]
Mais, vraiment, en quoi Septime Sévère était-il plus légitime qu’Albin et que Pescennius Niger ? Il réussit mieux qu’eux, voilà tout. Le principe chrétien : « Il faut reconnaître celui qui exerce le pouvoir », devait contribuer à établir le culte du fait accompli, c’est-à-dire le culte de la force.