Ernesto Mascheroni (lesanvet El Tío, An Eontr e brezhoneg), bet ganet d'an 21 a viz Du1907 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Gouere1984 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (difenner kleiz e bost dezhañ war an dachenn).
Sed amañ da-heul ar c'hleuboù m'en devoa c'hoariet enne :
1936-1940 : Peñarol, aet da gampion e 1937 ha 1938.
Daouzek gwech en devoa douget krez La Celeste[1] (1930-1934 ha 1935-1939) hep merkañ pal ebet. Daou grogad en devoa kemeret perzh enne e 1935 ivez, gant skipailh broadel Rouantelezh Italia d'ar mare ma oa c'hoarier en Ambrosiana.