Anv ofisiel | Erwood, Erwyd |
---|---|
Stad | Rouantelezh-Unanet |
E tiriad | Powys |
Kontelezh istorel | Sir Frycheiniog |
Daveennoù douaroniel | 52°4′42″N 3°19′10″W |
Statud gladel | Site of Special Scientific Interest |
Erwd, pe Erwyd (saoznekaet en Erwood) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreiz Powys, e Sir Frycheiniog kozh. Emañ war lez kornôg ar Gwy, er c'hreisteiz da Llanfair ym Muallt. En Erwd e veze mesaerien deuet eus Mynydd Epynt o treuziñ ar stêr da vont da Vro-Saoz da werzhañ o deñved.
Ouzhpenn kêriadenn Erwd he-unan, ez eus kêriadennoù bihan all er gumuniezh : Crucadarn, Gwenddwr, Alltmawr ha Llaneglwys.
E 2011 e oa 429 a dud o chom e kumuniezh Erwd ha 80 anezho a oa kembraegerien[1].