Ester, anvet ivez Hadasa, eo penntudenn levr Ester er Bibl.
Merc'h eo da Avihail, eontr Mardec'hai, met kollet he doa he zad hag he mamm ha desavet e oa bet gant Mardec'hai.
Setu penaos e kinnig troidigezh An Tour-Tan istor Ester :
« Shoushan[1] eo kêr-benn rouantelezh Persia ha Media, hag ar roue, er mare-se, Ahashverosh[2]. Vashti, ar rouanez, a zisplij dezhañ, hag e teu Ester, ur Yuzevez a-douez an harluidi, da gaout e c'hrad-vat ha da vezañ kemeret gantañ da rouanez, hep gouzout e oa ur Yuzevez anezhi. Haman, kentañ maodiern ar roue, a zeu da anavezout ar wirionez : itrikañ a ra neuze, enep ar Yuzevion, ul lezenn a-berzh ar roue evit o raskañ a-ziwar ar vro. Kuzuliet gant Mardec'hai, he zad-mager, Ester a ya, war var he buhez, da gaout ar roue evit tennañ he c'henvroidi diouzh dorn Haman. D'an diwezh, setu dieubet ar Yuzevion hag enoret Marc'hedai e-lec'h Haman, e enebour. Diwar an darvoud-se en deus savet Mardec'hai evit ar Yuzevion gouel ar "Pourim", d.l.e. ar sordoù, rak dre ar "Pour", ar sord, e oa bet laket gant Haman an deiz evit diouennañ ar Yuzevion. ha bep bloaz, abaoe ar mare-se, e lidont e-kreiz an ebatoù eñvoradur an darvoud displeget e levr Ester (Est 9, 20-32). »[3]
Un arouez eus pobl Israel o stourm ouzh an heskinerezh eo Ester. Un arouez eus plas ar merc'hed er Bibl ivez. Pa seller ouzh ster relijiel al levr e kaver, evel-just, ragevezh Doue e-keñver e bobl.