Eugène Simon[1], bet ganet d'an 30 a viz Ebrel 1848 e Pariz (Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'ar 17 a viz Du 1924 er memes kêr, a oa un araknidour hag evnoniour gall.
Daoust d'ar gevrennad Arachnida bezañ e zanvez studi pennañ e pleustras war an evned ivez, genadoù ha spesadoù ar c'herentiad Trochilidae. Ma voe embannet un Histoire naturelle des Trochilidae (Synopsis et Catalogue) gantañ e Pariz e 1921.