Eumaios

Odysseüs e-tal an tan gant Eumaios
Bonaventura Genelli (1798–1868)

Eumaios (Εύμαιος e gregach, Eumaeus e latin) a oa moc'her Odysseüs, en Odysseia, ha mignon an haroz kent dezhañ mont da vrezeliñ da Droia.

Mab e oa d’ur roue, skrapet gant morlaeron a Fenikia. Deuet e oa da vezañ sklav ha diwaller-moc’h Laertes, roue Itaka. Pan eas Odysseüs d’ober brezel Troia e voe unan eus ar re a chomas feal d’ar mestr hag en degemeras gant levenez. Gras dezhañ e c’hallas Odysseüs, gwisket evel ur c’hlasker-bara, tostaat ouzh danvez-priedoù Penelope hag o lazhañ didruez.
Pa zistroas Odysseüs da Itaka e tegouezhas gant Eumaios, kentañ den a gavas war e hent. Goude ma n'anavezas ket e vestr kozh gwisket gant pilhoù e roas bod ha boued dezhañ.
Degemer a reas Telemac'hos, mab Odysseüs, o paouez distreiñ eus Pilos ha Sparta ivez, hag evel ar moc'her n'hallas ket ar mab anavezout e dad. E-keit ma oa Odysseüs er brezel e oa bet Eumaios evel un tad d'ar paotr yaouank.
Bout ma oa moc'her ne oa ket Eumaios dibeadra, pa oa mab ur roue, ha gallout a rae kaout ur sklav.
Kemeret e oa bet e voc'h gwellañ gant ar wazed a rae al lez da Benelope, ma ne chome gantañ nemet perc'hell bihan da zebriñ. War-lerc'h, p'en doa anavezet e vestr a wechall, e sikouras anezhañ da lazhañ an danvez-priedoù.

N'eus nemet Eumaios a vez meneg anezhañ gant an dezreveller en eil gour : δι Ευμαιη, "te, Eumaios." Graet e vez "moc'her nobl" ha "priñs ar voc'herion" anezhañ ; hervez lod lenneion ec'h eo abalamour ma'z eo tomm kalon Homeros ouzh an den.

En Ivanhoe, romant Walter Scott e 1820, ez eo meneget ar moc'her Gurth evel « an eil Eumaios » p'emañ o tivizout gant ar furlukin diwar-benn skraperezh kig ar chatal gant ar varoned norman.