Eurogomunouriezh

An eurokomunouriezh a zo anezhi un ideologiezh politikel ha kevredel bet diorroet gant meur a strollad komunour e kornôg Europa war diazezoù tezennoù ar gomunouriezh er bloavezhioù 70. Pal pennañ ar gomunouriezh mod nevez-se a oa klask bezañ soutenet gant labourerion a renkad-etre hag izili al luskadoù kevredel a-bep seurt, da skouer ar venelouriezh hag al luskad a savet a-du gant gwirioù an heñvelrevourion.

War un dro e veze nac'het gante souten politikerezh an Unaniezh Soviedel en un doare dall hag e tifennent mui-ouzh-mui mont-en-dro ar sistemoù demokratel, da lâret eo an demokratelezh hervez ar sistemoù kapitalour europat.

Dre vras e oa ar strolladoù komunour kreñvañ, evel er PCF ((Strollad komunour gall) e Frañs hag ar PCI (Strollad komunour italiat) e Italia ar re a savas a-du gant tezennoù an eurogomunouriezh, keit ha ma vane feal ar strolladoù bihanoc'h d'an Unaniezh Soviedel.

Un nebeud strolladoù er-maez eus Europa a savas a-du ivez gant an ideologiezh eurogomunour, en o zouez al Luskad evit al Sokialouriezh e Venezuela, Stollad Komunour Japon ha Strollad Komunour Aostralia.

E meur a geñver, avat, kentoc'h evit un ideologiezh kreñv, e gwirionez ne dalvezas an eurogomunouriezh nemet da gas ar strolladoù a save a-du ganti d'un duenn ideologel disheñvel war-lerc'h : an darn vrasañ oute, a-seurt gant italianiz, a droas o c'hein d'ar gomunouriezh penn da benn dre vont ez-ofisiel war hent ar sokial-demokratelezh, lod all, seurt re an Izelvroioù a dibabas an ideologiezh c'hlas ha lod all a distroas d'ul linenn bolitikel tostoc'h kalz ouzh hini an Unaniezh Soviedel, evel, da skouer Strollad Komunour Frañs er bloavezhioù 1980's.

Disklêriet e voe ez-ofisiel an eurogomunouriezh 1977 goude un emvod e Madrid etre Enrico Berlinguer e anv Strollad Komunour Italia (PCI), Santiago Carrillo e anv Strollad Komunour Spagn (PCE) ha Georges Marchais e anv Strollad Komunour Gall (PCF).


Kritikoù an eurogomunouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kritiket eo bet dre vras an eurogomunouriezh evit da abeg pennañ:

  • Da gentañ-penn, lod a lâre ne oa ket bet troc'het al liammoù gant an Unavaniezh Soviedel en un doare sklaer a-walc'h. Da skouer, ne oa troc'het al liammoù etre an Unaniezh Soviedel ha Strollad Komunour Italia nemet e 1981 goude ma oa bet skoet war al luskad Solidarnosc e Polognia. Marteze o doa bet oan ar Strolladoù Komunour a fell dezhe mont war hent an eurogomunouriezh rak koll o izili a-gozh o doa desket mont a-du gant an Unaniezh Soviedel]] atav.
  • Diouzh an tu all, avat, eo bet tamallet an eurogomouniezh da vezañ chomet hep gallout sevel ul linnen ideologel sklaer ha disheñvel-tre e oa bet an eurogomunouriezh hervez al lec'h ma veze lakaet e pleustr.

Ne blij ivez an eurogomunouriezh na d'an drostskourion na d'ar varksourion-leninourion:


  • Hervez an trotskour Ernest Mandel, da skouer, an eurogomunouriezh a vefe anezhi disoc'h an linnen bolitikel bet diorroet en Unaniezh Soviedel da geñver 1924 o leuskel war he lerc'h ar pal kent da dizhout an dispac'h er bed-holl a-benn plediñ kentoc'h war sevel ar gomunouriezh en ur vro nemetken. Evit dielfennourion a-seurt-se neuze ez eo strolladoù evel Strollad Komunour Frañs ur strollad brogarour ha nac'het gante, ha gant an Unaniezh Soviedel ivez, spered etrebroadelour gwirion ar gomunouriezh reizh.
  • Diouzh an tu all avat e oa bet nac'het e oa an eurogomunouriezh un doare komunouriezh en un doare rik gant ar varksourien-leninourien a save a-du gant tezennoù Stalin dreist-holl. En e levr An eurogomunouriezh a zo enepkomunouriezh, Enver Hoxha a skrivas e oa an eurogomunouriezh ur bazenn dehour war-du gwanaat ar gomunouriezh wirion (da lavaret eo ar varksouriezh-leninouriezh) a-benn resteurel ar gapitalouriezh dre nac'hañ tezennoù Lenin ha Stalin, kemeret da diazezoù ar gomunouriezh pleustrek.