Exeter

Ardameziou : rannet etre gul ha sabel, ur c'hastell gant tri zour en aour balirant
Exeter e Devon
Iliz-veur Exeter

Exeter (distaget (en) /ˈɛksɨtər/) zo ur gêr e Devon, e Bro-Saoz, war lez ar stêr Exe. Pennlec'h kontelezh Devon. Karesk eo hec'h anv kerneveurek, ha Caerwysg hec'h anv kembraeg; bet brezhonekaet a-wechoù e Keresk pe Kerwesk[1]). War-dro 122 400 annezad a oa o vevañ enni e 2007. Hêrez eo da Isca Dumnoniorum, kêr-benn keoded Dumnonii, hag abaoe 1050 ez eo ivez sez un eskopti.

  • Da goulz brezel Boudika, Poenius Posthumius, jeneral al Legio II Augusta (Eil Lejion an Impalaer), kelc'hiet gant ar Vrezhoned, a gavas gwelloc'h chom e-barzh e greñvlec'h eget mont d'an emgann. Pa welas e oa deuet, a-benn ar fin, an trec'h gant ar Romaned (Legio XIV Gemina hag ar rest eus al Legio XX Valeria) kaset gant Suetonius Paulinus, e kavas gwelloc'h en em lazhañ gant e gleze.
  • Isca e oa penn mervent an hent bras roman kentañ, anavezet e saozneg evel Fosse Way. Ar penn all en em gave e Lindum > Lincoln.

A. Isca. Rivet & Smith, p. 378[2]

  • Ptol. II,3,13 : Isca, Legio II Augusta, ar gêr (polis) an Dumnonii;
  • I.A, 486-8,9, & 486-17 (Iter XV) : Isca Dumnoniorum;
  • Ravenna , 106-2 : Scadum Namorum, eilstumm Sca Damnamorum; 106-6,9 : Iterum iuxta super scriptam civitatem Scadoniorum est quae dicitur ...;
  • T.P : Iscadumnoniorum;

B. Exeter. Eilert Ekwall, p. 171[3]

  • Asser. Buez ar roue Alfred, c 894 : Cair-Uuisc;
  • Buez Sant Bonifas, c 750 : Ad-Escanceaster;
  • A.S.C 877 : Exanceaster;
  • D. B. : Execestre.

Levrioù talvoudus da lenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Lec'hienn ofisiel Kêr Exeter

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Gwelet, da skouer, Geriadur Vallée, 1931, p. 283.
  2. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. B.T Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
  3. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. First edition 1936; Fourth edition 1960, Reprint 1980.