Fables de La Fontaine eo anv oberenn brudetañ ar barzh gallek Jean de La Fontaine, anezhi tri dastumad fablennoù entre 1668 ha 1694, enno 243 fablenn e gwerzennoù, ma weler loened oc'h en em zerc'hel hag o komz evel tud, gant ur gentel verr en dibenn.
Brudet eo bet al levr e-touez ar vrezhonegerien, ha Yann ar Feunteun a veze graet anezhañ alies zoken. Meur a zen zo bet o treiñ darn eus e oberennoù : Gwilherm Rikou (1778-1848), Pierre Désiré de Goësbriand (1784-1853), Eozen Kombod (1789-1870), Stefan ar Strad (1865-1954), Paotr Treoure (1874-1952), Daniel Doujet (ganet e 1956) ...
An holl fablennoù zo bet lakaet e brezhoneg. E Fablennoù Jean de la Fontaine Troet e brezhoneg get Yves Louis Marie Combeau ha Daniel Doujet, e kaver ar re bet lakaet gant ar skrivagnerien-se, hogen doareoù all zo dezho a-wechoù :