Titl | Far Cry 5 ![]() |
---|---|
Heuliad | Far Cry ![]() |
Danvez pennañ | cult ![]() |
Tachenn | first-person shooter, c'hoari video gwezh-avantur ![]() |
Troet gant | Logrus ![]() |
Ti-embann | Ubisoft ![]() |
Bro orin | Ukraina, Kanada ![]() |
Deiziad embann | 27 Meu 2018 ![]() |
Sevener | Dan Hay ![]() |
Sonaozer | Dan Romer ![]() |
Lec'h an istor | Hope County, Meurzh ![]() |
Notenn ar varnouriezh | 82/100, 80%, 81/100 ![]() |
Bet kinniget evit | The Game Awards − Best Action, Steam Award for Best Environment ![]() |
Hollved faltaziek | Far Cry universe ![]() |
Diorroer | Ubisoft Montreal, Ubisoft Toronto, Ubisoft Kyiv, Ubisoft Shanghai, Ubisoft Reflections ![]() |
Savenn | Microsoft Windows, PlayStation 4, Xbox One ![]() |
Lusker grafik | Dunia Engine 2 ![]() |
Doare c'hoari | c'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier ![]() |
Trobarzhell dont tre | touchennaoueg, logodenn, dornell c'hoari, toaster ![]() |
Diaz embann | embannadur niverel, optical disc, pellgargañ niverel ![]() |
Reizhiad verañ gwirioù niverel | Denuvo ![]() |
Renkadur ESRB | Mature 17+ ![]() |
Renkadur PEGI | PEGI 18 ![]() |
Renkadur USK | USK 18, USK 18, USK 18 ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.ubisoft.com/en-us/game/far-cry/far-cry-5 ![]() |
Endro e-lec'h e tispak | janglenn ![]() |
Announcement date | 5 Mae 2017 ![]() |
Far Cry 5 berraet en FC5, zo ur c'hoari video gwezh-avantur ha first-person shooter sevenet gant Ubisoft Montreal hag Ubisoft Toronto hag embannet gant Ubisoft war ar savennoù Microsoft Windows, PlayStation 4 hag Xbox One. Pempvet c'hoari an heuliad c'hoarioù video Far Cry eo. Embannet eo bet d'ar 27 a viz Meurzh 2018.
Ar c'hoari a dremen en ur gêr ijinet, Hope County er Montana. Ur penn relijiel helavar Joseph Seed hag e gredourien eus Eden's Gate o deus kroget gant lakaat e-plas un diktatouriezh war an tiriad. An istor a vez hini un dudenn dianav bes-sheriff, a vez tapet en Hope County hag a sikouro ar rezistañs a-enep an diktatouriezh relijiel Eden's Gate.
Evel c'hoarioù all an heuliad c'hoarioù video Far Cry, Far Cry 5 zo ur c'hoari video gwezh-avantur ha first-person shooter en ur bed dieub. An tu a zo d'ar c'hoarier da vont e lec'h ma fell dezhañ, war-droad pe en ur implij karbedoù lies. Cheñchamant a zo e-keñver ar c'hoarioù all eus an heuliad dre an dudenn. Ar wech-mañ n'eo ket un dudenn rak krouet. Ar c'hoarier a sav un dudenn gant an tresoù a-fell dezhañ reiñ. Ar c'hoarier a c'hell implij armoù lies evit stourm a-enep e enebourien lies. Pouez a zo bet lakaet war ar stourm dorn-ha-dorn gant armoù dorn lies evel kontilli pe objedoù da zastum. E Far Cry 5 e vez ur sistem nevez evit ar bolodoù tennet hag a gouezh hervez hirder an hent graet ganto evit bezañ gwiroc'h.