Ar farmakos (en gregach φαρμακός, « an hini a vez aberzhet ») eo an hini, den pe loen, a veze harluet pe aberzhet d'an doueed e Henc'hres evit kas kuit, en ul lid-aberzh, an droug kouezhet war ar geoded, hañval a-walc'h ouzh bouc'h ar pec'hedoù gant an Hebreed.
Pa c'hoarveze naonegezh, bosenn, pe un droug bennak war ur geoded, e veze dibabet ur farmakos, a-wechoù sklav, den nammet, pe torfedour, e kumuniezhioù gresian ar bed kreizdouarel rak krediñ a raed e vije glanaet ar gumuniezh evel-se
En Aten, da zeiz kentañ gouelioù an Targelia en enor d'an doue Apollon, e veze harluet daou zen bep bloaz.
En enez Lefkada e veze graet ordalia ar c'h-« katapontismos » (καταποντισμός)