Fede Gallizi, anavezet evel Galizia, a oa ganet e Milano en 1578. He zad, Nunzio Galizia, a oa livour taolennoùigoù, a oa deuet da Vilano eus Trento. Gantañ e teskas Fede (pe "feiz" e brezhoneg) arz al liverezh. Da zaouzek vloaz e oa brudet a-walc'h evel arzourez evit bout meneget gant Gian Paolo Lomazzo, ul livour hag arzvarnour hag a oa kamarad d'he zad hag a skrivas: "Emañ ar plac'h-mañ oc'h en em ouestlañ da zreveziñ ar pep gwellañ eus hon arz."[1]
Fede ne voe ket dimezet, met berzh a reas en he micher. E 1630 e varvas diwar ar vosenn a rae he reuz e Milano.