Ur feur-emglev a zo ur skrid savet evit bezañ test d'un emglev etre div gostezenn, stadoù riek anezho peurvuiañ pe aozadurioù etrebroadel. Ober a reer ivez gant ar gerioù feur, emglev pe feur-skrid, peoc'h zoken m'eo pal kentañ an emglev, hag ar memes talvoudegezh o deus an holl draoù-se e-keñver ar gwir etrebroadel.
Kevratoù emglev etre div gostezenn eo ar feurioù-emglev-se. Drezo e tiskleir pep kostezenn emañ o vont da zoujañ d'ar pezh a zo bet lakaet dre skrid etrezo. Hag an hini eus an div gostezenn na zoujfe ket d'hec'h engouestloù a vefe tamallet an dra-se dezhi gant kumuniezh etrebroadel ar stadoù.
Mammenn d'ar gwir etrebroadel eo ar feurioù-emglev pa vez enskrivet enno an dleadoù a zo gant pep perzhiad e-keñver ar re all. Dre ar feurioù-emglev etrebroadel e c'hell bezañ krouet sujedoù gwir etrebroadel nevez.
Pa vezont ar feurioù-emglev war ur bazenn izeloc'h eget hini ar C'hustum etebroadel, ne vezont ket reolennet gantañ hag eo bet termenet gwir ar feurioù a-drugarez d'ar C'hengor an ABU evit reolata ar gwir etrebroadel en deus labouret war ar poent-se goude 1969. Daou feur-emglev a voe sinaet e Vienna e 1978 ha 1986.
E kentañ lodenn ar feur-emglev e vez termenet dibunadennoù hêrezhioù ar riezoù. En eil lodenn ar feur-emglev ez eus anv eus an emglevioù etre ar riezoù hag an aozadurioù etrebroadel.
Daou feur-emglev a oa bet sinet e Gwenrann, e Breizh, er XIVvet kantved: