Fiocchi Munizioni (anvet ivez Fiocchi Ammunition evit e rann stadunanat) zo un embregerezh munisionoù hag elfennoù munisionoù armoù-tan hiniennel bet krouet e 1876 e Lecco (Lombardia, Italia), gant Giulio Fiocchi.
Produiñ a reas an embregerezh munisionoù evit arme Italia er Brezel-bed Kentañ koulz hag en Eil Brezel-bed. Adalek 1943 e voe distrujet ul lodenn eus an uzinoù gant bombezadegoù. Goude ar brezel e akrogas ar familh Fiocchi gant ar produerezh diwar netra pe dost[1]. Adalek ar bloavezhioù 1950 e troas an embregerezh war-zu ar siviled o krouiñ munisionoù evit ar siviled hag ar chaseal[2], ha kregiñ a reas da ezporzhiañ produioù war-zu ar Stadoù-Unanet[3]. Tapout a reas goude an aotre da werzhañ e broduerezh da armeoù AFNA, evit ar c'halibroù 9 mm Parabellum, 5,56 mm ha 7,62 mm[2].
E 1983 e tiorroas c'hoazh en ur grouiñ ur rann anvet Fiocchi Ammunition er Stadoù-Unanet. Un uzin a voe savet e Ozark (Missouri). 200 den a labour enni hiziv-an-deiz, ha sevel a ra 80% eus ar munisionoù pe elfennoù munisionoù gwerzhet gant Fiocchi er vro-se[3]. Ur rann all, Fiocchi UK, a voe digoret er Rouantelezh-Unanet e 2007[2]. E 2022 ez eus bet prenet 70% eus Fiocchi gant ar strollad tchek CSG, ha chomet ez eus 30% gant ar familh Fiocchi, a ren c'hoazh war ar strollad hiziv-an-deiz. 1.300 den a laboure en holl evit Fiocchi ha 380 milion a euroioù en doa gounezet ar strollad e 2022[4].
Produiñ a ra hiziv-an-deiz elfennoù evit adkargañ kartouchennoù, hag anavezet eo ivez evit ober munisionoù nebeut-implijet pe kozh evel an 8 mm Lebel, an 9 mm Steyr pe ar 5,75 mm Velodog, ouzhpenn ar munisionoù klaseloc'h evit ar chase, ar polis, an arme pe ar sportoù tennañ[5].