Fioretta Gorini, pe Fioretta del Cittadino (Firenze, XVvet kantved – Firenze, XVvet kantved) a oa serc'h da Giuliano de' Medici, ha mamm da Giulio de' Medici, a deuas da vout ar pab Klemañs VII. Merc'h e oa da Antonio Gorini. Ur berranv eo Fioretta, deuet diwar Antonia pe Antonietta.
Lavaret e veze e oa Fiore a weled er Ritratto di giovane donna, taolenn graet e 1475 gant Sandro Botticelli , war ziskouez er Palazzo Pitti, met n'eo ket hi an hini eo (marteze Simonetta Vespucci, Clarice Orsini, Alfonsina Orsini pe Lucrezia Tornabuoni).
Marteze eo hi ar vaouez kizellet en Dama col mazzolino e 1475 gant Andrea del Verrocchio, diskouezet er Museo Nazionale del Bargello.