Firefly zo un heuliadenn skinwel skiant-faltazi eus Stadoù-Unanet Amerika, krouet gant Joss Whedon. Pevarzek abadenn zo bet skignet etre an 20 a viz Gwengolo hag an 20 a viz Kerzu 2002, war ar chadenn Fox.
Malcolm Reynolds (« Mal », Nathan Fillon) eo kabiten an egorlestr « Serenity » en un XXVIvet kantved Koskoriad an Heol nevez. Sikouret eo gant an ofiser kentañ Zoë Alleyne (Gina Torres), ar bleiner Hoban Washburne (« Wash », Alan Tudyk), ar gourtizanez Inara Serra (Morena Baccarin), ar vekanisianerez Kaywinnet Lee Frye (« Kaylee », Jewel Staite), ar soudard gopraer Jayne Cobb (Adam Baldwin) ha tri treizhad : ar pastor Shepherd Book (Ron Glass), ar medisin Simon Tam (Sean Maher) hag e c'hoar River (Summer Glau).