Julius Firmicus Maternus a oa ur skrivagner latin eus ar IVe kantved.
Genidik e oa eus Siracusa, e Sikilia, war dro ar bloavezhioù 300-310. Bevañ a reas da vare Kustentin Iañ hag an impalaerien a zeuas war e lerc'h. Un astrologour brudet e oa ha barrek e oa war ar gregach. Treiñ a reas ouzh ar gristeniezh.