Ar Firth of Forth ha tro-war-dro
Kartenn eus ar Moray Firth
Firth zo ur ger skotek a vez graet eus un aber e Bro-Skos hag ar pleg-mor dirazi war un dro peurvuiañ. A-wechoù ne vez nemet ur strizh-mor . Kar eo ar ger d'ar ger fjord (diwar ur ger henc'hermanek *ferþuz).
Aberioù an Uheldirioù avat ne vez ket graet an anv-se anezho, graet e vez gant loch (kar d'ar ger loc'h brezhonek) kentoc'h.
Al lec'hioù anvet "firths" zo paotoc'h en arvor ar reter, pe e mervent Skos, war-bouez ar Firth of Lorn . En arvor an Uheldirioù ez eus aberioù ha meur a strizh-mor pe strizh-dour ha n'eus "firth" ebet, evel the Minch , ha Loch Torridon .
Ar firth a c'hoarvez eus marevezh ar skorn.
Ar Firth of Lorn ha tro-war-dro
Aber an Nith , ha Solway Firth er c'hreisteiz da Dumfries .
Firth of Lorn , an hini hanternosañ, liammet gant Moray Firth dre
Firth of Clyde aber ar stêr Clyde
loc'hoù a-stok ouzh Firth of Clyde : Gare Loch , Loch Long , Holy Loch , Loch Striven , Loch Riddon diwar Na Caoil Bhòdach (Kyles of Bute), Loch Fyne ha Campbeltown Loch .
Lec'hioù: Helensburgh , Port Glasgow , Greenock , Gourock , Dunoon , Rothesay , Wemyss Bay , Largs , Brodick , Ardrossan , Troon , Ayr , Girvan ha Campbeltown , an Erskine Bridge ha Dumbarton zo war lez an aber dre ma ledana war-dro Port Glasgow.
e gouezeleg ez eus div lodenn d'ar Firth of Clyde :
Linne Chluaidh (distaget [|ʎiɲəˈxɫ̪uəj]) ar penn e kostez an douar-bras ,
hag al lodenn er c'hreisteiz da Arran , Cinn Tìre (Kintyre) hag Ayrshire/Galloway a zo An Linne Ghlas (distaget: [ə ʎiɲə ɣɫ̪as̪]).
Genoù Cromarty Firth , gant tourioù ar puñsoù eoul-maen
[[Image:Dundee from Tay.jpg|thumb|right|200px|Dundee adal ar Fife
Brec'hioù da Mor an Hanternoz int, pe stag outañ.
Dornoch Firth an hanternosañ anezho
Cromarty Firth
Moray Firth ha Beauly Firth
Firth of Tay (aber ar stêr Tay ).
Firth of Forth (aber ar Forth )
Kêrioù ha lec'hioù: Edinburgh , Dunfermline , Kirkcaldy , Falkirk , Stirling , Grangemouth , Rosyth , North Queensferry , South Queensferry , Musselburgh , Crail , Cellardyke , Anstruther , Pittenweem , St Monans , Elie , Earlsferry .
Stêrioù: Forth , River Avon , Water of Leith , River Almond , River Esk , River Leven
[[Image:PentlandFirthMap.png|thumb|right|200px|Kartenn ar Pentland Firth ha tro-war-dro]]
Ar Pentland Firth a zo ur strizh-mor etre douar-bras Skos hag an Inizi Orc'h hag a zo evel ul liamm etre ar Meurvor Atlantel ha Mor an Hanternoz .
Lec'hioù: John o' Groats , Canisbay , Gills Bay , Rattar (Caithness)
Begoù-douar: Brims Ness , Brough Ness , Duncansby Head , Dunnet Head
Inizi: Hoy , Pentland Skerries , Swona , South Ronaldsay , South Walls
Loch Eriboll.
E gouezeleg e vez lavaret linne eus an darn vrasañ eus an an aberioù meneget uheloc'h hag a lavarer firths anezho en saozneg; kemend-all a reer eus ar Sound of Sleat , Crowlin Sound , Cuillin Sound , Sound of Jura , Sound of Raasay , hag un darn eus Loch Linnhe .
Ar Firth of Thames eo ar bae er gevred.