Forró

Delwenn pri livet gant ur soner forró, e Caruaru, e Pernambuco.

Ar forró zo un doare-seniñ hag un dañs eus Nordeste Brazil.

Dont a rafe eus "forrobodó", ur ger deuet eus ar bantou, yezh ar sklaved afrikan degaset er XVIvet ha XVIIvet kantved dreist-holl.

Poblek da vat eo ar forró e kêrioù Caruaru, Mossoró ha Campina Grande, ma'z eo arouez Gouel Yann (Festa de São João) , hag e Fortaleza, Aracaju, Natal ha Recife ma vez aozet abadennoù a-hed an noz. Ha just a-walc'h, forró eo ivez an anv a vez graet eus an noziadoù-se ivez.

Un dañs a zaou eo ar forró, hag aes eo an diazez: daou gammed a gleiz, daou a zehoù.