France Bevk

France Bevk
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSocialist Federal Republic of Yugoslavia, Rouantelezh Italia, Aostria-Hungaria Kemmañ
Anv-bihanFrance Kemmañ
Anv-familhBevk Kemmañ
LesanvPavle Sedmak Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Gwe 1890 Kemmañ
Lec'h ganedigezhZakojca Kemmañ
Deiziad ar marv17 Gwe 1970 Kemmañ
Lec'h ar marvLjubljana Kemmañ
Tachenn labourliterary activity, translating activity, Embannerezh Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ Kemmañ
Ezel eusSlovenian Academy of Sciences and Arts Kemmañ
Levezonet gantPrežihov Voranc Kemmañ
Prizioù resevetPrešeren Award, Levstik Award Kemmañ
France Bevk.

France Bevk (17 Gwengolo 1890 e Zakojca - 17 Gwengolo 1970 e Ljubljana) a oa ur skrivagner eus Slovenia.

Ganet e voe en ur geriadenn vihan eus kontelezh Gorizia a oa da neuze ul lodenn eus Impalaeriezh Aostria-Hungaria. Mont a reas da gelenner. Goude ar Brezel-bed Kentañ e labouras evit kazetennoù hag en em staliañ a reas e Gorizia a oa hiviziken en Italia. Abalamour d'e obererezh politikel ha sevenadurel e rankas kuitaat Italia e 1935 ha mont da chom da Ljubljana, e Rouantelezh Yougoslavia. Eno e tarempredas skrivagnerien hag arzourien all. Abaoe e yaouankiz e skrive barzhonegoù. Er bloavezhioù 1930 e tapas brud gant e romantoù a daolenne stourm ar slovenegerien en Italia, a-enep renad faskour Mussolini. E romant anavezetañ eo Kaplan Martin Čedermac (1938), ma kont buhez ur beleg katolik eus minorelezh slovenek Italia.

Pa voe aloubet Yougoslavia e miz Ebrel 1941 e voe rannet Slovenia etre ar Reich alaman hag Italia faskour. Toullbac'het e voe France Bevk gant an alouberien italian. E 1943 e tec'has diouzh ar prizon ha mont a reas da stourm asambles gant ar Bartizaned sloven. E dibenn an Eil Brezel-bed en em stalias e Trieste met buan a-walc'h e tistroas da Ljubljana. Dont a reas da vezañ unan eus izili Akademiezh Sloven ar Skiantoù hag an Arzoù. Div wech e tapas ar Priz Prešeren gant e levrioù, e 1949 hag e 1954. E dibenn e vuhez e savas levrioù evit ar vugale. Ur skrivagner puilh e oberennoù e voe, pa pa skrivas ouzhpenn 100 levr.