François-Athanase de Charette de La Contrie, bet ganet d'an 21 a viz Ebrel 1763 e Koufeg, e-kichen Ankiniz, ha bet fuzuilhet d'an 29 a viz Meurzh 1796 e Naoned, a zo bet ur brezelour breizhat, a oa e penn al lu a-du gant ar feiz hag ar roue, e-kerzh brezelioù Vande.
E Naoned, war blasenn Viarme, ez eus ur groaz en eñvor Charrette. N'emañ ket pell diouzh al lec'h ma oa bet fuzuilhet gant tud ar Republik.