Frédéric Chichin (pell anavezetoc'h evel Fred Chichin), bet ganet d'ar 1añ a viz Mae 1954 e Clichy (Hauts-de-Seine a-vremañ, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 28 a viz Du 2007 e Pariz, a oa ur c'haner-sonaozer gall hag ur soner barrek war un toullad mat a vinvioù.
A-gevret gant ar ganerez c'hall Catherine Ringer e krouas ar strollad Les Rita Mitsouko e 1980.